Thierry Châtel, la botanique en breton

Thierry Châtel a conçu un guide botanique en langue bretonne, fruit de longues années de travail passionné. Instituteur bilingue en retraite à Loguivy-Plougras, il a publié « Bleunioù struzh Breizh », un ouvrage de botanique entièrement en langue bretonne.

Cet interview est réalisé en langue bretonne en deux parties par Jean-louis le Mée.

Première partie:

Rakskrid.

Ar Plantennoù, ha da gentañ ar Bleunioù, o deus saouzanet a-viskoazh ar pobloù hag abred en istor o deus bet c’hoant an dud da renkañ anezho. Aristote (384 -322 a.k.) en devoa skrivet un studiadenn warne. Théophase (392-187 a.k.) en devoa c’hoant da skrivañ o istor. Diwezhatoc’h Dioscoride, medisinour ampart, (1añ kantved g. K. ) en doa skrivet  » Danvez evit ar Medisinourezh  » hag a gomze diwar-benn efed ar plantennoù war ar boued, ar yec’hed, ar bulumiñ.

E Bed ar Gelted, an Drouized a oa sañset bezañ ar re o deveze gouiziegezh ledan war ar plantennoù mat pe drouk .

Met an hini en deus lakaet gouiziegezh ar plantennoù da ober ul lamm en araok a zo Carl von Linne (1744-1829), genidik eus Bro-Sveden. Er mell oberenn a zo dastumet en e levr « Species Plantorum » (deuet er-maez er bl. 1742) e oa bet renket ar re-se hervez o stumm-gouennadur. Abaoe an amzer-se, ar stumm-renkadur a chom ar memes hini. An International Code of Botanical Nomenclature a zo ar gevredigezh etrevroadel o vestrañ bremañ renkadur ar Plantennoù.

Dazont Breizh a zo aet da welout hor c’henvroad , Thierry CHÂTEL, evit toullañ-kaoz gantañ ha gouzout hiroc’h war e bikol levr Bleunioù Struzh Breizh. An interview anezhañ hon eus ar blijadur da reiñ en traoñ.

Ur rebechig a c’heller ober d’an oberour: pas kaout tresadennoù livet. Hennezh a respont en deus renket « lampout » dreist ar c’hoantadenn-se peogwir e vefe bet re goustus e levr.

Thierry, c’hwi ‘peus kempennet ur studiadenn diwar-benn ar plantennoù a gresk e Breizh (700 anezho). Penaos oc’h erruet da skrivañ, tresañ ha lakaat da voullañ seurt pikol oberenn ?

En em astenn a ra al labour-se a-hed bloavezhioù… Abaoe ma bugaleaj, e-barzh ur menaj kostez Sant-Lô, em boa plijadur o fouetañ an endro tro-dro en ur zastum plantennoù. Dedennet e oan gant an hud, bamet o klevout penaos e veze pareet tud pe loened dre implij al louzeier. Ur wech arruet e Breizh em eus dalc’het da studiañ bed ar plantennoù.

Ha kejet ‘peus gant serten tud a fell deoc’h menegiñ ?

Ya, er bloavezh 1983, kalonekaet on bet war va hent-enklask gant Per Denez. Hennezh en deus roet « boued » din o lakaat ac’hanon da zizoleiñ studiadennoù bet savet dija war plantennoù hor Bro-ni gant tud evel Loeiz Ar Floc’h, pe Noël Yezou. Goude bout lennet o oberennoù em eus divizet boulc’hañ ur studiadenn spisoc’h, ledanoc’h ha donoc’h en un doare skiantel rik. C’hoant am boa da sevel ul levr war batrom dispar an hini bet skrivet war an douarouriezh gant Lukian Kergoad. Ur pal am boa ivez, ober un dra bennak evit ar skolajoù (mestr-skol e oan). Diwar va vestroniezh em boa embannet, me ma-unan, « Louzawouriezh Vrezhonek Breizh” (e 1996). War-lerc’h, lusket gant A. Ar Merser ha Ch. Ar Gall, em eus savet « Alhwez louzeier bleuveg Breizh » en div levrenn. Un tresour a-vicher, Yann-Bêr Gwirieg eus Landi, en doa kenlabouret evit an hanter eus ar skeudennoù. Hag e 2016, ur « bugel » all en deus heuliet ar c’hrouadurioù-se :  » Bleunioù Struzh Breizh « . 700 plantenn a gaver ennañ gant pep a dresadenn, o anv skiantel, o anvioù brezhonek, kembraek, gallaouek, gallek ha saoznek. Ur geriadur Galleg-Brezhoneg eus an termoù ispisial implijet e studi ar bleunioù a gloka al levr-se.

Hag e peseurt kornioù ar Vro oc’h aet evit ho tastum ?

Fe, e gwirionez, dastumet em eus danvez a-bep-seurt war Breizh a-bezh… Ranket em eus ober dibaboù em dastumadegoù ! Hag er rolladoù anvioù bet kinniget a-raok gant tud all. E c’heller lavarout em eus ledanaet (pinvidikaet) dastumad ar glad poblek. Menegomp un toullad parrezioù, lod e Breizh-Izel, lod all e Breizh-Uhel: Pleuvihan ha Logivi e Bro-Dreger, Prizieg hag Ar Sent e Bro an Elle, Mêlrant er Bro-Stoup, Lanniliz ha Kerlouan e Bro-Leon, Sant-Eler-al-Lann e Bro-Gougleiz.

Ret eo lâret ivez e vez graet an dastumadennoù-se e-pad an hañv, dreist-holl, evel-just !

Sur-awalc’h ‘peus kejet gant tud dedennus en ur foetañ ar maezioù sort-se ? Roit dimp ivez , mar plij, skouerennoù plantennoù hag a vez implijet hiziv-an deiz c’hoazh gant ar boblañs evit ar yec’hed, pareañ gloazioù, nerzhañ an dud …

E c’hellit e krediñ, an dud-se zo tud barrek ha leun a ouiziegezh kollet, peurliesañ siwazh, gant ar boblañs er c’herioù.

Ar re a anavez galloudoù al louzeier a zo chomet stag ouzh an natur : Jean-René Le Ny + eus Prizieg, Jean Person + e Logivi-Plougraz, ma c’hamarad Maurice Prigent, pe Marie Roussel + ha Jules Dubois + er Gougleiz ; tout ar re-se a zo « tudennoù dibar ». Evito e vez anat e c’heller tennañ talvoudegezh deus an natur a vez endro dezho. Gant lod e vez lakaet, da skouer, ur boked delioù gargal a istribilh er c’hraoù evit harzañ ar c’hleñvejoù da gouezhañ war al loened. Un all, pa vez skuizh, a zebr broñsoù-drez. Egile a selaou ar sabr (an teñv) o sevel er gwez koulz miz meurzh! Displeget ‘zo bet din penaos pareañ troad ur marc’h bet tapet gant ur veskoul : kemerit ur voudenn (douar mui ar yeot) bet enlouc’het gant karn al loen klañv. Fichit anezhi en ur bod spern-du. Pa vo disec’het ar voudenn e vo yac’h pav ar marc’h ! Gant ur skourrig Beuz-an-Diaoul e vez troc’het strobinelloù ‘zo… Tud ar c’hêrioù a soñjo dezho n’eus aze ‘met kredañsoù ha « kaoz-kaozoù » tout ! Met, e gwirionez, tout al louzawourien-bobl-se o deus miret liammoù start gant an natur ha sentiñ a reont ouzh he lezennoù.

 

A suivre…..

 

Pas encore de commentaires

Laisser un commentaire

Propulsé par WordPress. & Woo Themes
Site maintenu parAgence OAcom