Istor diechu an trevadenniñ Kanaki gant ar c’hallaoued
Penaos gouennlazhañ dre erlec’hiañ ar boblañs henvroat.
Daoust d’ar pezh a vez embannet gant ar gouarnamant gall goude referendum miz Du 2018 eo diskleriet sklaer ez eus eus Kanaked , eus o Broad, eus o youl da vezañ emren … e Miz Mae 2015 e voe embannet dirak poellgorr ditrevadenniñ an ONU gant Roch Wanytan, prezidant ar ganaked er C’hoñgres ar C’haledonia Nevez : « Ent-demokratelez e c’heller gwelout irrikou ur stad , Bro C’hall, o klask mirout he renkoù en ur ober neuz-vat dirak ar c’humuniezh etrevroadel «
Istor hir un trevadenniñ dre boblañ
D’an 24 a viz Gwengolo 1853 e tisklerias Auguste Febvrier Despointes, isamiral ha penn-gomandant morlu Bro C’hall e Meurvor Habask, en anv Napoleon III , dont da berc’henn war enezenn Kaledonia Nevez. D’an 29 a viz Gwengolo e voe tro Enez ar Pin. Ar pal pennañ e oa kreskiñ plas an arme gall e Meurvor Habask a-dal d’ar pennholierezh Bro Saoz. N’eo tamm ebet evit kaout un « trevadenn kastizañ, pe « toull-bac’h » evit dilec’hiañ galeourien, forbaned pe enebourien politikel en diavaez Bro C’hall, met e gwrionez eo an enebiezh etre an div vro o klask mestroniañ ar bed a zo penn abeg eus an trevadenniñ e Meurvor Habask. Ar Vro C’hall a oa he fal diskouez he galloud, he c’hreñvded, dreist-holl dre an trac’hantañ trevadennel. Dont a reas eta Bro c’hall perc’henn war inizi Markizez ha Tahiti e 1842, Kaledonia Nevez da c’houde evel Wallis ha Futuna …
Adalek ar penn kentañ e voe dibabet un trevadenniñ dre bobladur da lavarout kemmañ ar boblañs orin ( ar re zu ) gant tud deuet eus Bro C’hall ( ar re wenn) . Ar C’haledonia Nevez , hervez diskleriadurioù pe prezegennoù ofisiel, a oa gouestlet da vezañ un doare Australia bihan gant an disoc’h c’harv evit ar Ganaked par da hini an Aborigened. Raktres trevadenniñ Maximilien de Las Cazas e 1855 a zo sklaer ken n’eo: « Dav eo deomp digeriñ frank dorioù an enbroañ en ur lakaat da grediñ e kaver aour e-leiz, kement-mañ evit ma vefe sachet war hor trevadenn nevez Meurvor Habask lod eus a ya da glask fortun e douaroù saoz tramor.. Lod oute a vo plaouiet! sell aze un afer, n’ez er ket da drevadenniñ gant kurusted!
Digoret e voe ar galeoù e 1864 gant ar menoz digas tud gwenn en enezenn. Ken pell ma oa eus Bro C’hall ne oa nemet nebeut a dud oc’h enbroañ dioute o-unan. Sanset e oa an enezenn-balc’h da reizhañ ar galeourien dre al labour. Evit kaout tachennoù labour e voe diberc’hennet an henvroidi, disvountet ha serret er tachennoù kloz zo, renet dindan al lezennoù anvet » Kod ar genvroadelez » hag a bado betek 1946: Difennet eo oute kuitaat o « gwarezva » , n’int nemet sujidi gante gwir keodedour ebet, .. Ur c’hanak ne c’hell dont e-maez eus e » warezva » nemet evit paeañ tailhoù pe evit labourioù rediet e profit an trevadennerien pe ar rannvro ( lezennoù ar 6 a viz Mae 1871 ha 6 a viz Meurzh 1876). An « Aferioù kenvroadelezhet » a veze meret gant an archedi.
Ar gouennlazhañ a zo efedus! Pa oa da neubeutañ 100 000 kanak e 1800 ne chome oute nemet 35 000 bennaket e 1900..( hervez an Unesco) . Etre 1880 ha 1920 e tremener eus 40 000 kanak da 27 000 oute ( hervez enklaskerien all) . Dav e vo gortoz ar bloavezhioù 1930 evit ma vefe eilpennet un tamm bihan an traoù. En niveridigezh c’hall e voe kontet 28 800 melanesian e 1936…
Daoust da niver ar galeourien hag an enbroidi nevez emgavet e chom niver ar re wenn dindan hini ar ganaked. E 1901 e oa 14 200 gall evit 27 100 kanak . Gant gounit ar nikel e vo ezhomm muioc’h-mui a vicherourien hag e vo pourchaset tud nevez, prest da labourat evit marc’had-mat tre, eus Asia, eus Europa pe c’hoazh eus inizi Tahiti… An deiz hirie e weler c’hoazh an diseurtegezh kenenel-se en enezenn.
« Plantañ gwenn »
Ne chomo ket pobl Ganak gouzañvat , hep ober mann ebet, a-dal d’ar gwaskerezh, d’ar mac’homerezh, pe feulster an trevadennerien. Stourmet e vo gante e meur a zoare: Nac’h mont da vicherour er meingleuzioù nikel, nac’h bezañ kristenaat, en ur virout o yezhoù …O sevel emsavadegoù amañ hag ahont. Etre 1853 hag emsavadeg bras 1878 e vo kontet 25 emsavadeg armet a-enep d’an trevadennerien. Kudenn an douar , e berc’henniezh, a zo pennabeg eus pep emsavadeg ; Ne chom gante nemet 10% eus douar-labour an enezenn, ar peurrest gant an trevadennerien!
Ar stourm dizingal ouzh un arme gant fuzuilhoù, kanolioù, soudarded harnez mat a redias ar veuriadoù d ‘en em unaniñ: Evel en trevadennoù all e voe boulc’het gant un argerzh a emskiant broadel. E 1878 an emsavadeg a badas 10 miz gant 200 soudard gall lac’het ha 1200 kanak jahinet. Ar moustrerezh a voe taer , garv ha didrugar: Keriadennoù hag eostoù entanet, fuzuilhadegoù prizonidi, hangasadegoù … Ataï , pennstourner en emsavadeg a voe dibennet , hag e benn kaset da Bariz e mirdi an dudouriezh e 1879. ( rentet eo bet d’ar Ganaked e 2014 ). Un adc’hopr a vije paet da bep soudard gant ma vefe degaset gantañ an div skouarn eus pep emsaver lazhet … Met dre ma vije kaset gante skouarnoù merc’hed ha bugale e voe divizet da c’houde adc’hoprañ en ur zegas penn troc’het ar c’hanak !!
Gant ar moustrerezh e vo ivez hag adarre dilemmet douaroù digant ar ganakiz. An ofiser gall Henri Laurent Rivière ( ur straed d’e anv en Oriant!!!) a voe e penn ar moustrerezh. Skrivañ a reas: » ar gouarnour a faot dezhañ e vefe divroet ar ganakiz a vefe graet trugarez da leuskel o buhez dezho betek enezenn ar Pin pe inizi ar Belep en hanter-noz. Diouzh an tu kement-mañ a diouenne an henvroidi ha war an dro e vije gounezet douaroù bras ha strujus.« En holl eo ouzhpenn 1500 kanak hag a voe hangaset , lod betek inizi Tahiti.
E 1917 e voe un emsavadeg meur all, Noel ha Bouarate da bennstourmerien. Ouzhpenn an abegoù ordinal e oa ivez an taol-mañ hini non pas mont d ‘ar brezel e Bro c’hall. Ar moustrerezh a voe ken taer, ken c’harv hag e 1878. Adc’hoproù evit lazhañ kanaked aet war uhelaat 20 lur gall evit ur prizionad, 25 lur evit ur melanezian marv !
Emzalc’h Bro C’hall, hini e renerien kenkoulz hag hini ar bolitikourien gall ne gemm e mod ebet. Derc’hel da enbroañ tud gwenn. An emzalc’h -mañ a zo bepred , d ‘an deiz hirie , ar memes hini.
E 1963, gounezet o dizalc’hiezh vroadel gant broioù ar Magreb e faote da Vro c’hall kas da Galedonia Nevez 10 000 « treid-du ». Ne vo a-benn ar fin nemet 2600 oute oc’h en em staliañ er Ganaki. E 1970 e embanne Roger Laroque maer trevadenner Noumea e oa ret derc’hel da « blantañ gwenn« .
E 1972 e voe tro Pierre Messmer kentañ ministr Bro c’hall da vezañ sklaer ha sklaeroc’h c’hoazh: Ar C’haledonia Nevez, trevadenn a boblañ, a zo sur-awalc’h er bed a-bezh, diwezhañ takak trovanel ne vefe ket dizalc’h, e lec’h ez eus tu d’ur vro diorreet enbroañ e riezaded (…) Ne c’hell bezañ lakaet diaes Bro C’hall nemet gant arc’hadurioù broadel ar boblañs engenidik (…) Dre un enbroañ yoc’hek gant gallaoued pe tud eus an DOM e vo tu pareañ d’an dañjer-mañ (…) A-hir-dermenn ne vo tu tremen e-biou d’an arc’hadurioù broadel ar boblañs enginidik nemet ma vez ar c’humuniezhioù-poblañs eus diavaez Meurvor Habask muianiverel. Anat eo ne vo efed ebet war niver ar poblañs ma ne vez ket enbroet en un doare riezhiadel gant merc’hed ha bugale... ( lizher Pierre Messmer da Sekretourva stadel evit an DOM-TOM).
E 1956, 51,1% eus poblañs Ar C’haledonia Nevez a oa Kanak , e 1969 ne oant ken nemet 46% hag e 1983, 42,4% . Etre 2000 ha 2004 e vo enbroet e Kaledonia Nevez 14000 gall! Gant an niveridigezh e 2014 e vez priziet mat an trevadenn dre boblañ : Ar ganaked a zo deuet da vezañ bihanniverel en o bro : 39% eus ar boblañs . Met dizingal kaer an traoù: An inizi Loyaute 94% eus ar boblañs a zo kanak , e rannvro an Norzh 70% a zo kanak padal tro tro da Noumea n’int ken nemet 26% .
Da heul………….
Pas encore de commentaires