Istor diechu an trevadenniñ Kanaki gant ar c’hallaoued……heul

Nikel ha Mor

Mennerezh Bro C’hall da chom e Kaledonia Nevez a zo dalc’het gant interestoù ekonomikel met ivez gant c’hoarioù geostrategek.

An nikel : 20% eus miradoù ar bed a vefe war an enezenn ha 7,5 milion a donnenn a gailhenn-nikel a vez tennet eus an douar bep bloaz .

Ar mor: Gant ur gorread a 18500km² e c’hell ar C’haledonia Nevez kaout ur gorread a 1 740 000 km² a Takak Ekonomikel Unwerzh ( Zone Economique Exclusive). Er mor tro-dro e kaver barregezhioù pesketa pouezus (toñs, morvlokenned, chifretez,..). Sanset e vefe ivez e foñs ar mor metaloù ral ( kobalt, manganez, e stumm noduloù).

Ar pezh a zo eo ivez an tachad Azia- Meurvor Habask un dachenn a enebiezh kenetre Sina hag ar Stadoù Unanet. Setu perak e vez broudet ha harpet Bro c’hall gant stadoù ar c’huzh-heol ( USA, Ostralia, Zeland Nevez) da chom ur « vro eus Meurvor Habask » daoust d’an diaesamantoù a chom kenetreze ( Rainbow Warrior, aeseioù nukleel, …)

« Top 84 »

Daoust d’an diaesamantoù-mañ, gant plegennoù dilañsus, e voe adkroget gant ar stourm kreñv evit an dizalc’hiezh er bloavezhioù 1970. Adal 1969 e voe savet ur strollad yaouankiz anvet Ar Mouchoueroù Ruz o stourm evit an dizalc’hiezh; hag e 1971 e voe krouet Strollad 1878 oc’h ober dave d’an emsavadeg meur ar c’hantved diwezhañ . An daou strollad-mañ en em deuz evit krouiñ en un doare fraezh ha sklaer kentañ strollad dizalc’hour , ar PALIKA ( Parti Liberation Kanak). E 1974 e voe krouet an UPM ( Union Progressiste Multiraciale) o stourm ivez evit an dizalc’hiezh hag e voe kemmet hec’h anv e 1977 evit dont da vezañ Union Progressiste Mélanésienne. Ar bloaz-se ivez ar strollad Union Calédonienne ( bet krouet e 1956) a embann an arc’hadur dizalc’hour hag e voe krouet ivez ar FULK ( Talbenn Unvan Dieubidigezh Kanaki) . E 1979 e voe tro ar strollad sokialour kaledonian (PSC) da vont gant ar memes arc’hadur…

E 1984, an holl strolladoù-mañ en em deuz er memes aozadur an FLNKS, ar sindikad dizalc’hour USTKE ( union syndicale des Travailleurs Kanak et des Exploites) krouet e 1981 a yeas davet an FLNKS kerkent ha krouet.

Pouezus kaer eo ober meneg eus ar bloavezhioù-se , liesseurtegezh ar strolladoù o vont gant an dizalc’hiezh , o haeriñ o hevelpred, o vont gant hent an dizalc’hiez Kanak. Diouzh un tu ar re wenn barrek da beveziñ muioc’h ha muioc’h bepred , tiez, skolioù, kirri-tan, … Diouzh an tu all ar re zu , dilabour, hep dour-red, tredan ebet, re nebeut a zouar, skol ebet …. Da skouer sifroù ofisiel e 1983 gant ar CNASEA ( Caisse Nazionale d’Aménagement des Structures des Exploitations Agricoles) : 165 000 hekt a zouar evit 30000 kanak , 350 000 hekt evit 2035 trevadenner gall…

Er memes mare e weler degouezhout war an enezenn enbroidi nevez o tont eus Bro c’hall, hag ar moustrerezh a-enep stourmerien er strolladoù peoc’hus o tont da vezañ taer ha taeroc’h c’hoazh, met ivez en inizi tro-dro pobloù o gounit en-dro o frankiz : Samoa ar C’hornog e 1962, Noru e 1968, Tonga ha Fidji e 1970, Papouazi e 1975, Tuvalu hag Inizi Salomon e 1978, Kiribati e 1979 , ar Vanuatu 1980…

E-barzh e soñj enebiñ ouzh ar strolladoù dizalc’hour, ouzh ar menozioù a vroadelouriezh er bobl ganak, ez eas gouarnamant Giscard d ‘Estaing gant deskemmadurioù a bep-seurt. E 1976 e voe raktres Stirn sañset reiñ muioc’h a emrenerezh d’an enezenn. E 1979, e vo embannet gant ar gouarnamant gall ur raktres a hir-dermen evit un diorenn ekonomikel ha sokial evit ar C’haledonia Nevez. Nac’het e voe gant ar strolladoù dizalc’hour hag e vo divizet gante mont en darempred gant Poellgorr an Didrevadenniñ en ONU . Mont a refont e darempred ivez gant strolladoù gall PCF ha PS hag e vo sinet kenetreze un diskleriadur evit ar gwir da emsavelañ e Kaledonia Nevez. Ur wech aet e penn d’ar Stad C’hall, e 1981, e vo , anat eo, ankounac’het an emglev gant Mitterand hag e vignoned an tu kleiz!

War an enezenn, e vo divizet gant an drevadennourien c’hoari ur strategiezh tennderus: Drouklazhadenn Pierre Declercq, e penn an Unvaniezh Kaledonian e 1981. E-pad pevar bloaz e vo manifestadegoù gant an trevadennerien, manifestagoù all gant ar ganaked, serret hentoù zo, sit-inoù, gouzalc’hioù… Hep ne vefe taolet pled oute gant ar gouarnamant Mitterand. A-benn ar fin , e 1984, e vo kinniget ur raktres , unan ouzhpenn, anvet Lemoine, evit ur statud nevez evit an enezenn. Hemañ da vezañ gwiriekaet dre votadeg. Nac’het e voe gant an FLNSK nevez krouet ha divizet gante ur boykot oberiant a-enep ar votadeg, divizet ivez ar pal « Top 84« , da lavarout an dizalc’hiezh evit fin ar bloavezh 1984.

Ar boykot oberiant a raio berzh: Serret e vo degadoù a hent, distrujet ur pod-mouezhiañ e ti-kêr Kanala gant Eloi Machoro, … Ar votadeg a voe hep ar ganaked! Daoust d’ar moustrerezh trevadennel taer (Toullbac’het degadoù a stourmer kanak) e kendalc’h ar c’habalerezh evit an Top 84. Bremañ e vez goulennet ivez leuskel da vont ar stourmerien lakaet en toull: Gouzalc’het e vo tiez-kêr Hienghene, Lifou, Ponerihouenn ha Poya e miz du 1984, Gouzalc’het e vo archedi Thio hag Ouvea, serret hentoù Thio, balc’het e vo isprefed ar ripiblik eus inizi Loyaute…D’an deiz kentañ a viz Kerzu e vo staliet gouarnamant Kanaki gant an FLNKS dirak kazetennerien ar bed a-bezh….Ha savet e vo o banniel.

Gant Envel Antraoù

Da heul…..

 

Pas encore de commentaires

Laisser un commentaire

Propulsé par WordPress. & Woo Themes
Site maintenu parAgence OAcom