Description
Brilli, toñ, sardin…
Ur vuhez labour er friturioù
De Eliane Ansquer
Ecrir en Breton
Eliane Ansquer he deus tabouret he buhez-pad er friturioù etre 1975 ha 2020 e bro Douarnenez. Ma ‘z eo anavezet Emsavadeg ar pennoù-sardin (1924-1925) evit gounit ur gwenneg bennak ouzhpenn ha ma oa aet an trec’h ganto, co ret, kant vloaz war-lerc’h, derc’hel da stourm evit ma vo doujet d’o gwirioù ha gwellaet o stad. Kontan a ra Eliane Ansquer he buhez pemdeziek, an diaesterioù da gavout labour, ar vicher unton ha start a vrev ar c’horfoù hag ar speredoù met a ro joa a-vare-da-vare pa vez krenv ar c’henskoazell hag ar vignoniezh.
Menegin a ra ivez ar brezhoneg, komzet ganti en he bugaleaj, bet dilezet e-pad ur prantad hag addesket btoavezhioù goude, ur yezh a zegas frealz dezhi daoust d’an diaesterioù d’he derc’hel bey. Un testeni eus an amzer vreman co heman. Hep mar ebet, e talvezo da zegas da sonj pegen start ha kalet eo buhez tud ar friturioù.
Aux éditions An Alarc’h Embannadurioù
134 pages
Publié en 2024